en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Benn ar fin ne vo ket degemeret Ferhat Mehenni e saloñs al levroù e Karaez.

Benn ar fin ne vo ket degemeret Ferhat Mehenni e saloñs al levroù e Karaez.

Ne vo ket Ferhat Mehenni evit dont da Garaez e fin ar miz-mañ. Setu aze ar pezh a oa bet roet da c’houzout disul gant aozerien Gouel al levrioù e Breizh. Ar barzh ha politikour kabil a oa bet lakaet da brezidant ar saloñs e penn kentañ ar bloaz. Hag abaoe ez eus savet meur a vouezh a-enep ar choaz-se. Un dizemglev a oa bet taolet sklêrijenn warnañ digwener a-drugarez d’ur pennad embannet enlinenn gant ar gazetenn Ya ! Ur pennad skrivet gant un den ezel eus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell Kreiz Breizh hag a zo displeget ennañ dre ar munud pegen tost eo Ferat Mehenni hag e luskad dizalc’hour, anvet ar MAK, ouzh Stad Izrael met ivez ouzh an tu dehoù pellañ gall…

Patrice Marquand, skriver ar pennad, en devoa respontet digwener da c’houlennoù Tomaz Laquaine.

Evit c’hoazh n’o deus ket aozerien Gouel al levrioù e Breizh embannet petra zo kaoz ne zeuio ket Ferhat Mehenni da Garaez ha n’o deus ket respontet d’hom goulennoù. Roet he doa Radio Kreiz Breizh da c’houzout da aozerien ar gouel ar sizhun dremenet ne gemerje ket perzh er gouel ar bloaz-mañ evit an abegoù displeget er pennad-kaoz.

Skeudenn: Ouest-France

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio